Toirdhealbhach Mac Suibhne

Kef Toirdhealbhach Mac Suibhne dirak Cork City Hall. Skrivet eo dindan e iwerzhoneg : Toirdhealbhach Mac Suibhne 1879–1920 Teachta Dála Aotrou Maer Cork, 20 Meurzh – 25 Here 1920

Toirdhealbhach Mac Suibhne (saozneg : Terence James MacSwiney ; Corcaigh, 28 Meurzh 1879London, 25 Here 1920) a oa ur skrivagner saoznek hag ur politikour iwerzhonat. Dilennet e voe evel Maer Corcaigh er strollad Sinn Féin e-kerzh Brezel dizalc'hted Iwerzhon e 1919[1].
Lakaet e voe harz warnañ gant ar gouarnamant saoz evit bout klasket ober kabal, ha kaset e voe d'an toull-bac'h. Mervel a reas goude 74 deiz a zisvoued, e miz Here 1920. Dre e aberzh e voe lakaet brezeladenn ar republik iwerzhonat war wel er bed a-bezh.

  1. (en) ['Terence MacSwiney. Oireachtas Members Database'. Kavet : 23/11/2021.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne